Mithridates Eupator

Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz Herakles. Marmor, prantad an Impalaeriezh roman (1añ kantved goude J.-K.)

Mitridates Veur (Megas) , pe Mithridates VI pe Mithridates Eupator (da lâret eo an hini en deus un tad nobl), ganet war-dro 132 kent JK, ha marvet e 63 kent JK, a oa roue Pontos hag Armenia-Vihanañ, e norzh Anatolia (Turkia hiziv), er Iañ kantved kent JK. Roue e voe adalek 120 kent JK betek e varv e 63 kent JK. Brudet eo anv Mitridates evel unan eus enebourien dañjerusañ Republik Roma hag unan eus ar re a reas ar muiañ a verzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled diwezh Republik Roma e-pad an tri brezel anvet Brezelioù Mithridates: Lucius Cornelius Silla, Lucullus ha Pompeius.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search